Fest ar fars e Sant-Riwal : d’an 21 a viz Gwengolo 2014

, par  HQ , popularité : 18%
[brezhoneg] [français]

Kevredigezh tud skolidi
skol divyezhek publik Sant-Riwal
a ginnig

fest-ar-fars evel kustum

  • d’ar Sul 21 a viz Gwengolo
  • e sal ar gouelioù

Da gentañ tout, konkour gwellañ fars ar vro da zispartiañ ar sekredoù keginañ. Digor eo d’an holl, keginerien bihan ha bras met ret eo dezho degas ar pladoù etre 11e ha 14e a raok ma vo kroget an diviz gant ar juri.

Da greisteiz e vo servijet ur c’hig-ha-fars bio aozet gant tud ar skolidi diwar produoù ar vro.

Da 3 eur goude meren e vo ur gaozeadenn gant Patrick Hervé diwar-benn e levr "Fars bretons et kig ha farz, histoire d’une tradition culinaire", bet savet gantañ diwar enklaskoù en deus bet graet e-pad bloavezhioù. Da bep hini da c’houde da lavarat e soñj, istorioù fars hag all...

Er maez e vo stalioù gant dilhad, lotiri, arzoù-kaer, un abadenn evit ar vugale gant Kerlutun...

Mont a raio an arc’hant bet dastumet da sikour sevel raktresoù evit bugale ar skol.

12€ eo evit debriñ Kig-ha-fars ha 6€ evit ar vugale.

Navigation

AgendaTous les événements

novembre 2017 :

Rien pour ce mois

octobre 2017 | décembre 2017